Mont d’an endalc’had

Al-Qaida

Eus Wikipedia
Banniel an Djihad implijet gant meur a skourr en aozadur
Al-Qaida
aozadur sponterezh, aozadur armet
Deiziad krouiñ1988 Kemmañ
Anv er yezh orinالقاعدة Kemmañ
Treuzskrivadur APIəlˈqaːʕɪda Kemmañ
BrezelAfghan Conflict, insurgency in Khyber Pakhtunkhwa Kemmañ
Anvet diwarJihad Kemmañ
DiazezerOusama ben Laden Kemmañ
Den e penn an aozadurGeneral Emir of Al-Qaeda Kemmañ
PrezidantSaif al-Adel, Ayman al-Zawahiri, Ousama ben Laden Kemmañ
Bro orinAfghanistan Kemmañ
Darvoud-alc'hwez1998 United States embassy bombings, 2000 millennium attack plots, Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 Kemmañ
Awenet gantSayyid Qutb Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Al-Qaeda members Kemmañ

Al-Qaida (arabeg : القاعدة al-Qā'ida, "an Diazez") zo ul luskad islamour savet gant ar cheikh Abdoullah Yousouf Azzam (1941-1989) hag e ziskibl Ousama ben Laden (1957-2011) e 1988. Dre ar sponterezh e klask lakaat e soñjoù da vont war-raok, hag an taol pennañ kaset da benn gantañ eo Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 a-enep ar World Trade Center e New York e miz Gwengolo 2001.

Goude marv Ousama ben Laden e 2011, an aozadur zo bet suj d'an Egiptad Ayman al-Zawahiri (1951-2022).

Pennaenn Al-Qaida eo kreizennadur an urzhioù, padal e vez aotreet frankiz a-fed oberiantizoù. Goude mare ar War on Terror ("Brezel ouzh ar Spont"), pennoù meur an aozadur Al-Qaida zo bet troc'het diouzh an izili all. Evit talañ ouzh ar gudenn arvarus-se ez eo bet digreizennet ar c'huzul-meur. Lakaet eo bet da dalvezout un aozadur nevez diazezet war rann-vroioù meret gant strolladoù al-Qaida. Evit darn arbennigourien ar sponterezh n'eo ket gwir ez eo mestr pennoù an aozadur war an holl izili hag an holl liveoù urzhiañ. Ben Laden a oa ur mestr evit ar mennozhioù hag an embann anezho war-zu ar vuzulmaned all troet d'ar feulster a-raok ma vefe lazhet. Evit an arbennigourien ez eo bet rannet Al-Qaida dre veur a skourr lec'hel, hag ar strolladoù-se n'int ket liammet kement-se kenetrezo.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.