Koran
Neuz
Koran
| Deiziad krouiñ | 631 |
|---|---|
| Titl | القرآن |
| Relijion pe kredenn | Islam |
| Danvez pennañ | Islam |
| Raklec'hiet gant | Injil |
| Tachenn | lennegezh relijiel |
| Yezh an oberenn pe an anv | Quranic Arabic |
| Lec'h an istor | Arabia |
| Roll an tudennoù | list of Quranic characters and names |
| Abeg pennañ | waḥy |
| Studiet gant | Quranic studies, tafsir |
| Lec'h produiñ | Mekka, Medina |
| Work available at URL | http://al-quran.info |
| Istor | history of the Quran |
| Statud ar gwirioù-oberour | domani foran, domani foran |
| Tikedenn Stack Exchange | https://islam.stackexchange.com/tags/quran |
Ar C’horan eo levr sakr an Islam.
Ar C’horan (القرآن [al-qur'ān], en arabeg, da lavarout eo "an dezrevell, an dibun"), anvet ivez al-qurān al-karīm pe ar C’horan nobl, pe c’hoazh an Alkoran, a gaver ennañ, hervez ar vuzulmaned, komzoù o doue (anvet Allah ("an doue") pe Allāh, الله en arabeg). Diskuliet e voe ar c’homzoù-se da Vohammed (Muḥammad, محمد), gant ar arc'hael Gabriel (Jibrail pe Jibril en arabeg, جبريل). E-pad buhez ar profed Mohammed e voe adlavaret kement-se dre gomz pe dre skrid. Goude marv ar profed, e 632, e voe kroget gant e heulierien da zastum dre skrid diskuliadurioù Mohammed. Ganto e voe savet al levr anvet Koran, zo ennañ 114 pennad (sūrah, سورة), pep hini anezho rannet e gwerzennoù (ʾāyātun, آيات).