Nevezamzer Praha
Neuz
Nevezamzer Praha
| Rann eus | istor Tchekoslovakia |
|---|---|
| Anvet diwar | Praha |
| Lec'h | Tchekoslovakia |
| Deiziad | 1968 |
| Organizer | Strollad Komunour Tchekoslovakia |
Nevezamzer Praha (tchekeg: Pražské jaro; slovakeg: Pražská jar) a oa bet ur mare frankizadur politikel hag emsavadegoù keodedel er Republik Sokialour Tchekoslovak. Kroget e oa d'ar 5 a viz Genver 1968, pa oa bet dilennet an adreizhour Alexander Dubček evel kentañ sekretour eus Strollad komunour Tchekoslovakia (KSČ). Kendalc'het e oa an Nevezamzer betek an 21 a viz Eost 1968, pa oa bet an URSS ha tri ezel all eus Pakt Varsovia (Bulgaria, Hungaria ha Polonia) oc'h aloubiñ ar vro evit moustrañ al luskad adreizhour.